Petra 'zo deus Ti ar Vro Gwengamp

Krouet e oa bet e 1969 dindan anv Kreizenn Sevenadurel Breizh gant ar pal da aozañ obererezhioù breizhek e Gwengamp. Hiziv ez eo anvet : Kreizenn Sevenadurel Vrezhon hag evel implij boaz : Ti ar Vro Gwengamp.
Ur greizenn sevenadurel an hini eo koulz hag un emglev bro. Hiniennoù ha kevredigezhioù az a d’ober anezhi.

Pal ar gevredigezh zo da adkavout ha da zerc’hel evit pell ur plas reizh da sevenadur Breizh endro sevenadurel bro Gwengamp hag e Breizh dre vras.

Evit en ober ez eo :

-Ul lec’h degemer, titouriñ, kelenn, eskemm ha rannañ tro-dro da sevenadur Breizh, digor hag a grou liammoù sokial.

-Ur c’heveler evit kevreañ kevredigezhioù sevenadurel Breizh evit boutinelaat doareoù, nevezadenniñ arnodiñ ha kas a-benn rakresoù rannet.

-Ur c’heveler evit ar strollegezhioù lec’hel publik eivt ambrougañ anezho evit termeniñ ha lakaat e plesutr ar politikerezhioù sevenadurel.

Evel kreizenn Sevenadurel e vez aozet gant ar gevredigezh kentelioù, stajoù, abadennoù buheziñ pe gouelioù a-bep seurt. An obererezhioù-se zo perzh deus ur programmadur bloaz pe liesvloazek. Evel Emglev bro e vez bodet ganti ar c’hevredigezhioù keveler a fell dezhe hag e ambroug anezhe a-benn ober kinnigoù, sevel ha kas a-benn raktresoù boutin e framm politikerezhioù sevenadurel ar strollegezhioù foran.

Ne vez kaset a-benn gant ar gevredigezh nemet obererezhioù a glot gant he raktres kevredigezhel hag a zere a-benn respont evel m’eo dleet d’he fal. Ma vez kaset goulennoù ensavadurel pe sokial d’ar gevredigezh e chom dieub da zegas ar respontoù a garo.