Brezhoneg
Niveau débutant / Live Deraouad
Un leçon dure 1h30 avec beaucoup d'exercices oraux et de jeux. On y apprend la grammaire et l'écrit à travers la méthode Oulpan. Ce niveau s'étale sur deux ans.
Ur gentel a bad 1e30 gant kalzig poelladennoù dre gomz ha c'hoarioù. Desket e vez ivez ar yezhadur ha penaos skrivañ dre an hentenn Oulpan. Heuliet e vez al live e-ad daou vloaz.
Niveau 1 : Le lundi entre 18h30 et 20h
180 € l'année + 30 €d'adhésion à Ti ar Vro
Live 1 : D'al lun noz etre 6e30 hag 8e
180 € ar bloaz + 30 € emezeliñ da Ti ar Vro
Deskiñ d'ar pevar lamm
An hentad-se zo kinniget d'an dud mennet da dapout dindan daou vloaz al live B1 deus an DBY. E-korf ur bloavezh e heulier 90 eurvezh kentelioù ( 30 X 3 eurvezh ar sizhun ) 5 devezhiad studi da vont pelloc'h ha stabilat ar pezh zo bet desket hag ur sizhunvezh staj 5 devezh.
Ar c'hinnig se zo disoc'h un emglev etre Ti ar Vro Gwengamp ha kreizenn stummañ STUMDI. Ar c'hentelioù sizhuniek zo kinniget gant kelennerien a-vicher hag an devezhioù staj gant stummerien STUMDI. Diouzh ho kwirioù hiniennel hag hervez an asant a c'hell tapout STUMDI e c'hell ar berzhidi goulenn e vefe kemeret e-karg darn pe hollad ar frejoù enskrivañ gant ar stummadur micherel. Ar c'hentelioù a vez roet e Ti ar Vro Gwengamp.
Padout a ra an c'helchiad deskiñ daou vloaz hag e kroger e miz Here.
Les cours ont lieux le mercredi en journée.
Prix : 640 € l'année + 30 € d'adhésion à Ti ar Vro Gwengamp.
Ar c'hentelioù a vez dalc'het d'ar merc'her e-pad an deiz.
Priz : 640 € ar bloavezh + 30 € emezeliñ da Ti ar Vro Gwengamp.
Formule intensive
Cette formule est proposée aux personnes motivées pour atteindre en deux ans le niveau B1 du DCL. En une année on suit 90 heures de cours ( 30 x 3 heures hebdomadaires), 5 journées de stages d'approfondissement des acquis le samedi et une semaine de 5 jours de stages en fin d'année.
Cette formule résulte d’un partenariat entre Ti ar Vro Gwengamp et l’organisme de formation au breton STUMDI. Les cours hebdomadaires sont assurés par un professeur professionnel et les journées de consolidation et les stages par des formateurs de STUMDI. Sous réserve de leur situation personnelle et de l’acceptation de leur demande par STUMDI, les participants peuvent prétendre à une prise en charge partielle ou totale des frais d’inscription dans le cadre de la formation professionnelle. Les cours ont lieu à Ti ar Vro Gwengamp dans nos locaux.
Cette formule s'étend sur deux ans et commence au mois d'octobre.
Mont pelloc'h
Ar gentel zo kinniget d'an dud o deus heuliet al live deraouad pe d'an dud o defe tapet ul live par o unan.
Kroget e vez en ur dermeniñ ar pezh ar c'hortoz pep perzhiad. Da heul e vez pleustret dre skrid ha dre gomz da stabilaat ar pezh zo bet desket ha da vont pelloc'h.
Respont a ra ar gentel se da ezhommoù ha palioù pep perzhiad en ur implijout poelladennoù yezhadur ha divizoù amprestet da veur a hentenn, koulz a skridoù pe enrolladennoù e liamm gant ar c'heleier pe kinniget gant ar berzhidi.
Ar gentel se a vez dalc'het bep eil meurzh etre 6e ha 7e30.
Priz : 50 € + 20 € emeliñ
Perfectionnement
Ce cours s’adresse aux personnes qui ont suivi le cours d’apprentissage (niveaux 1 et/ou 2), ou qui ont acquis par elles-mêmes un niveau équivalent.
Il consiste dans un premier temps à cerner les attentes de chaque participant. Il consiste ensuite à utiliser, consolider et compléter les acquis en expression orale et en expression écrite.
Le cours ne suit pas une méthode d’apprentissage particulière. Il vise à répondre aux besoins et aux buts de chaque participant en utilisant des exercices de conversation et de grammaire empruntés à différentes méthodes existantes, ainsi que des textes et des enregistrements se rapportant à l’actualité ou à des thèmes proposés par les participants.
Conversation / Kaozeadenn
Bep eil Meurzh e teu brezhonegerien ha brezhonegerezed d'en em gavout e Ti ar Vro evit ar blijadur da gaozeal. Deuet mat eo an nevezvrezhonegerien a garfe tañva da yezh saourus ar vro.
Tous les quinze jours des locuteurs qui ont baignés dans la langue bretonne et se retrouvent pour échanger, pour le simple plaisir de converser, ils et elles sont toujours heureux d’accueillir des nouveaux locuteurs qui voudraient gouter à la saveur du breton.
Un mardi sur deux de 18h à 19h30.
Tarif : 60 € + 30 € d'adhésion à Ti ar Vro Gwengamp
Bep eil meurzh entre 6e ha 7e30
Priz : 60 € + 30 € emezeliñ da Di ar Vro Gwengamp