Petra eo Ti ar Vro Gwengamp

PIV OMP NI ?

Krouet e oa bet e 1969 dindan anv Kreizenn Sevenadurel Breizh gant ar pal da aozañ obererezhioù breizhek e Gwengamp. Hiziv ez eo anvet : Kreizenn Sevenadurel Vrezhon hag evel implij boaz : Ti ar Vro Gwengamp.

Ur greizenn sevenadurel an hini eo koulz hag un emglev bro. Hiniennoù ha kevredigezhioù az a d’ober anezhi.

Pal ar gevredigezh zo da adkavout ha da zerc’hel evit pell ur plas reizh da sevenadur Breizh endro sevenadurel bro Gwengamp hag e Breizh dre vras.

Evit en ober ez eo :

-Ul lec’h degemer, titouriñ, kelenn, eskemm ha rannañ tro-dro da sevenadur Breizh, digor hag a grou liammoù sokial.

-Ur c’heveler evit kevreañ kevredigezhioù sevenadurel Breizh evit boutinelaat doareoù, nevezadenniñ arnodiñ ha kas a-benn rakresoù rannet.

-Ur c’heveler evit ar strollegezhioù lec’hel publik evit ambrougañ anezho evit termeniñ ha lakaat e pleustr ar politikerezhioù sevenadurel.

Evel kreizenn sevenadurel e vez aozet gant ar gevredigezh kentelioù, stajoù, abadennoù buheziñ pe gouelioù a-bep seurt. An obererezhioù-se zo perzh deus ur programmadur bloaz pe liesvloazek. Evel Emglev Bro e vez bodet ganti ar c’hevredigezhioù keveler a fell dezhe hag e ambroug anezhe a-benn ober kinnigoù, sevel ha kas a-benn raktresoù boutin e framm politikerezhioù sevenadurel ar strollegezhioù foran.

Ne vez kaset a-benn gant ar gevredigezh nemet obererezhioù a glot gant he raktres kevredigezhel hag a zere a-benn respont evel m’eo dleet d’he fal. Ma vez kaset goulennoù ensavadurel pe sokial d’ar gevredigezh e chom dieub da zegas ar respontoù a garo.

Ur Greizenn Dudi a zo bet digoret ivez e 2017 e-pad ar vakañsoù bihan. Abaoe miz Gwengolo 2018 ez eo digor bep merc'her. Degemer a ra tro 20 bugel bep merc'her etre 3 ha 12 vloaz. 

L'ASSOCIATION

L’association Kreizenn Sevenadurel Vrezhon – Roparz Hemon, a été créée en 1969 dans le but d’organiser des événements autour de la culture et de la langue bretonne. Depuis 2018, le Kreizenn est devenue un Ti ar Vro, une Entente de Pays. Elle est constituée d’adhérent.e.s individuel.le.s et d’associations. 
Le but de Ti ar Vro Gwengamp est de retrouver et de pérenniser une place cohérente à la culture et la langue bretonne dans le pays de Guingamp.
Pour ce faire, l’Entente de Pays propose :
- un lieu d’accueil pour informer, apprendre, échanger, créer du lien autour de la culture bretonne.
- d’être un partenaire auprès des associations pour mettre en commun et partager des projets.
- d’être un partenaire auprès des élu.e.s pour construire une politique linguistique.
L’association Ti ar Vro Gwengamp propose des cours de danse, de breton et de chant toute l’année scolaire. Elle organise aussi des stages de danse et de breton. 

 

Depuis 2017, un centre de loisirs en breton est proposé lors des vacances scolaires mais également tous les mercredis depuis septembre 2018. Une vingtaine d'enfants y sont accueillis tous les mercredis.